Paul Hausser
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
Lealded | Trede Reich, Impalaeriezh alaman, Republik Weimar |
Anv e yezh-vamm an den | Paul Hausser |
Anv-bihan | Paul |
Anv-familh | Hausser |
Deiziad ganedigezh | 7 Her 1880 |
Lec'h ganedigezh | Brandenburg an der Havel |
Deiziad ar marv | 21 Kzu 1972 |
Lec'h ar marv | Ludwigsburg |
Lec'h douaridigezh | Munich Waldfriedhof |
Den heverk | Franz Six |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Place of detention | Camp Steimbel, Neustadt |
Micher | ofiser, milour |
Deroù ar prantad labour | Ebrel 1945 |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
Kleñved | one-eyed |
Perzhiad e | Einsatzgruppen Trial |
Grad milourel | SS-Oberst-Gruppenführer, Generaloberst |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
Skour lu | Waffen-SS |
Ezel eus | Schutzstaffel, Sturmabteilung |
Prizioù resevet | Albert Order, Friedrich Order, Golden Party Badge, Knight's Cross of the Iron Cross with Oak Leaves and Swords |
Paul Hausser , ganet d'ar 7 a viz Here 1880 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Kerzu 1972, a oa ur jeneral alaman ha penn uhel er Waffen-SS. Bez' e voe unan eus diazezerien an aozadur Hilfsgemeinschaft auf Gegenseitigkeit der Angehörigen der ehemaligen Waffen-SS, un aozadur kensikour ha propaganda evit ar Waffen-SS goude an Eil Brezel-bed.
Hausser a oa bet ofiser en Arme Prusian e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed. Tizhet en doa ar renk a jeneral er Reichsheer, etre an daou vrezel bed. Goude-se e teuas da vezañ ezel eus an SS ha unan eus ar re a savas an aozadur Waffen-SS e voe. E-kerzh an Eil Brezel-bed e pignas betek ar renk a gomandant e penn ur strollad armead. Ren a reas an unvezioù Waffen-SS e-kerzh Trede Emgann C'harkiv, Emgann Koursk ha taol-brezel Normandi. Hausser e oa an ofiser uhelañ er Waffen-SS gant Sepp Dietrich. An diforc'h gant Dietrich a oa e oa Hausser un ofiser uhel gourdonet a-raok mont etrezek an SS.
Goude ar brezel e voe unan eus krouerien ha kentañ degemenner an HIAG, ur strollad lobby nazi a-du gant hêrezh an Trede Reich savet en Alamagn e 1951.